mardi 9 juin 2009

SANT GWENAEL

SANT GWENAEL
Abad Landevennek (6et Kantved)


Gwenael, mab da Ronvel ha da Levenez, a c'hanas e Lanvenek (1) e goueled Leon; E gerent a ioa Bretoned, ginidik o daou eus a Vreiz-Veur, hag a oue eus ar re genta a dreuzas ar mor evit dont da jom da Vro-Arvor.
Eun dervez, seiz pe eiz vloaz a c'helle kaout er mare-ze, edo o c'hoari er porz a ioa dirak e di, pa zigouezas gant sant Gwennole tremen en hent-ze gant eun toullad eus e venec'h. Abad Landevennek, o welet ar bugel koant m'oa Gwenael, a jomas a zav en e gichen, ha gant eur mousc'hoarz e lavaras d'ezan :
- " Va mabig, n'az peus ket a c'hoant da zont da vanac'h ganeomp-ni ? "
- " O va Zad, eme ar potr bihan, me a zo prest da ober, evit plijout d'an Aotrou Doue, kement tra a c'hourc'hemennoc'h d'in ! "
Hag ar bugel, heb mont en ti, na netra, ha dao dioc'htu da heul sant Gwennole. Henman a jomas mantret ouz e welet hag a lavaras d'ezan :
- " Re vihan out c'hoaz, mignon, da zont ganeomp ; Landevennek a zo pell ac'han ; ne vezi ket goest da Vale beteg eno. "
- " Oh ! eo " eme ar potrik, hag e kerze da heul ar venec'h.
Gwennole, sebezetoc'h eget biskoaz ouz e welet o tont var e lerc'h gant kement a diz, a zizroas gantan da di e dud, hag, o veza bet o asant, e kasas anezan gantan da Landevennek.
Daoust peger yaouank oa pa'z eas da zervicha Doue er manati, Gwenael ne deuas ket da yenat eur pennad en e zervich, na pell diouz eno. Tri bloaz goude e wiskas sae ar venec'h ; en em rei a eure a zevri d'ar studi ha d'ar beden ; miret a rea reolen an ti penn da benn, gant ar brasa aked.
Alies, epad ma kemere e vreudeur o diskuiz, ec'h en em daole, en hanv koulz hag er goanv, en dour beteg e ziou gazel, hag e kane seiz psalm ar binijen evit goulenn ouz Doue ar c'hlanded a gorf hag a ene, ken evitan e unan, ken evit an holl gristenien.
Gwennole, var e varo, a hanvas anezan da bignat var e gador ; Gwenael a jomas seiz vloaz e penn abati Landevennek. Goude ar seizvet, e treuzas ar mor gant unnek manac'h hag ez eas da Vro goz e Dadou.
Epad tregont vloaz hag ouspen e prezegas e Breiz-Veur hag en Iverzon ; sevel a reas daou pe dri manati nevez ; lakat a reas gwellaen da zont er re goz, hag eur wech great an dra-ze e savas c'hoant gantan da zizrei da Vreiz-Izel. Treuzi a reas ar mor en eur vag aleg goloet gant krec'hin. Evit e holl denzor e tigase gantan eur bern levriou ha relegou.
Douara a eure e Bro-Gerne, el leac'h ma savas tri vanati ; goudeze ez eas da C'hroe, hag eno e chomas eur pennadik brao da nevezi ar manatiou bihan a ioa niverus en enezen-ze. Daoust pegen troet oa var al labour , eur mare a deuas hag e rankas ober eun diskuiz ; mont a reas eta eus Groe hag e reas e zisken e aber Blanwez, el leac'h ma savas eur manati all.
O veza eat eun dervez da welet Karadek, unan eus e venec'h a ioa en em dennet eur pennad ac'hano en e beneti e unan, e tigouezas gant eur c'haro anter zihalanet dont dindan e vantel d'en em guzat diouz ar chas a ioa o redet var e lerc'h. Werok, roue Bro-Wened, eo a ioa dre eno oc'h ober eun dro-jase. P'en em gavas gant ar zant, e oue laouenn meur da veza gellet ober anaoudegez gantan, hag e stagas daou damm leve ouz e vanati, evit ma vije pedet evit silvidigez e ene hag hini ar vro.
Gwenael a varvas dem-goude, vardro ar bloaz 590.
Plougonvelen en eskopti Leon. Erge-Gaberic ha Bolazec en eskopti Kerne o deus e gemeret da batron.(2)

Notes :

(1) E parrez Lanriouare
(2) Chapeliou en deus, pe en deus bet e Gwiscriff, e Poullaouen, e Elliant, e Moelan, e Pennhars, e Ploneis, e Landivisiau, e Kore hag e Pouldergat.