mardi 6 janvier 2009

D'eus peleh e teu an anv enez Groe?

Anv Enez Groe a zo brudet kalz , Enez ar Hoah, pe enez ar sorserezenn. Piou e oe ar sorserezenn-se? E Groe evel lechiou all eus bro keltieg an hunvr boutin eo leun eus dremmou dishenvel ha liester.
Kalz pezh a zo scrivet war orin ar fablenn-se; unan a conta deomp gwechall pa oa an dud keltieg choaz ha ne oe ket choaz tudou anvet, saoson, breton, pict, iwerzon... ne oe ket poblou primitif o veva tost an natur. Tamm ha tamm ur societé a oe krouet, rannet e oe an tri lod , da genta lod ar Roue, ar Roue a oe war ar penn ar societé-se peogwir an amzer-se an den galoudus e oe graet doujans dezan hag ar Roue o doa ur Hastel krenv ha galoudus war dro ar Roue e oe tud liester ha dishenvel, da genta e kerent evel he gwerg, e vugale ha goude e marherien. Anvet e oe ar religion e oe aozet get tud desket war traou kuzet ha mysteriou Druit a oe ul lod gwelet evel tud labour war dro ar mysteriou ha traou evel-se, evel ar buhez hag ar vervel...War enez Groe scivagnerien lavar e oe maouzed e oe graet sorserezed . Met unan a lavar gwechall an dud o labour war ar mor hag an ankou a oe atav o klask dastum eneou mab den, hag niverenn braz e oe an dud marvet war e bagou. Hag e oe ur vaouez koz tre gant ur vaz o bale atav eus ti da ti evit houlenn an dud ar kalou war benn ar martoloded a oe maru dindan an amzer fall.

vendredi 2 janvier 2009

AENEZEN GROE

N'a brauet o mem bro chouquet é creis er mor, tair leàu ér moez !
A bél, AEnezen Groe, guet hé divréh digor, zou ur Roannez.
Er haerèg tro-ha-tro hé goarn hag hé divenn doh en amzer ;
En haed, er boquetteu e zaspun drest hé fenn ur gouronn goer.
Na bràuet o mem bro p'hé guélan de-sàu-héaul, épad mis Mai,
Pe sàu a zan er glouih, peb mitin, a pe daul ar hé discoài
Hé mantèl glazadur, sembol ur youanquis dalhmat nehué ;
Ha dan sclerder en dé, pe huélan hé Hilis Palaez men Doué !
Na bràuet o mem bro, astennet el ur groèz o creis er mor !
Hanval o doh ur lest, anseigneu ol ar voez, gouilieu digor.
En héaul, guet hé splander, hé lihue hag hé displég él ur boquet ;
Hag en aenet o hra tro-ha-tro hou muzég d'em hro caret.
Na bràuet o mem bro, un noz lan a stéred, pe sàu er loèr !
Ihuel doh en audeu, hi daul hé forteled én hé miloèr ;
Ha deriaz er mor-tan e zibunn guet respet mil goléuen
Aveit splannein hé gloèr ha discein d'en AElet me Haenezen.
Na bràuet o er mor dirac en audeu don, digabestet,
Pe grapp en ur gornal, pe hum stoq, pe chumon, lon counaret !
Drest en tampest trouzus, mem bro èl ur hastèl e sàu hé fèn ;
Hag, izél doh hé zreid, er chum guen e vrancèl ur gouronnen.
Maes bràuoh o mem bro ar hent er Barouéz, lan a vuhé,
Pe sènt doh hé Bugul hemb héliat jamaez tud dida hué.
Pe huélan mem-brois lerh-ha-lerh doh er scuèl e gass d'en nean,
Bràuitérieu en doar e ya guet en ahuél, dirac m'inean.
M.GOURON.


Tennet am eus ar son-se deus ar hazetenn :"LA CROIX DE L'ILE DE GROIX", ar bloa 1891 an deiz ar 23, miz eost.

ur hantic koz

Brudet e oe Groe evit he buhez relijien.Ur hantic e oe scrivet war Sant Tudy hag embanet barz gazetenn an autrou : Abbé Laurent-Marie Noel , ar hazetenn e oe graet dezi "La croix de l'ile de Groix" setu ar hantic: kasit ho sonj .

"En inour d'en Eutrou Sant Tudy Patrom Enezen Groe
1 - Eutru Sant-Tudy benniguet, Abbat mil guèh urus,
Hui é zou bet fidel ha mignon de Jésus :
Intercedet eit hom, ni hou ped à galon ;
N'ouffeah quet hur refuse, car hui zou ur patrom.
2 - Edan hou protection é homp bet ol laquet;
A viscouah hur paress é zou doh consacret.
Ni zou hou pugale, ha hui é zou hun tad :
Beah ehué aveit homp derac Doué avocat.
3 - Ni e zou ingrat, péherion obstinet,
Ha meme doh conzeu Doué calonneu calédet ;
Hur housciance zou carguet à bep sort pehedeu,
Raccé homp affliget dré galz à viserieu.
4 - Antouret ér bed-men a bep sort fallanté,
En danger d'en hum gol é vihuamb noz ha dé ;
N'hun nès peah na repos : en diaul guet é ardeu
Ne cès à hun tantein dré peb sort faeçonnieu.
5 - O Sant-Tudy urus, presantet, ni hou ped,
De zoué hun dobéreu, hac eit omb obtenet
Tout en ol secourieu e zou d'omb nécesser
Aveit feahein Satan ha douguein er victoer.
6 - Hui hou peus ar en doar observet lezen Doué,
Groeit penigen calet aveit gounit en né :
Reit d'omb ehué perpet héli hou exempleu.
7 - Ar er mor, ar en doar, partout hun assistet ;
Conduet ur paseu, sellet doh omb perpet,
Preservet-ni erhat doh peb sort perilleu;
Maes surtout, drest peb tra, doh peb sort pehedeu.
8 -Er fin ag hur buhé, o Sant-Tudy urus !
Obtenet aveit omb ur marhue mad guet Jésus,
Eit ma hellemp guenoh, ol un éternité,
Carein ha meulein Doué, é creis joyeu en né.
9 - Prosternet dérac oh, ni e bromet de Zoué
Beza fidel dehon epad tout ur buhé ;
Ni e renonce d'en diaul a d'é ol bobanceu,
Hag e renevé tout ur hetan promesseu.
10 -Ia, Doué ag hur halon, doh e fal d'omb pligein.
Quentoh merwel mil gueh eit mui ou offansein !
Agréet er propos e gueméramb iriw
De viret lezen Doué epad ma vehemp biw.

Echu.

Ar skiant mab den

An ethnoulougiez hag ar Teoghiez, a zo skiant evit studi buhez mab den.
Ar ger "ethnoulougiez " a teu eus ar ger gresianeg "Ethnos" ha "log", ethnos a zo al lech ma zo ganed unan bennak, e bro, e kerent, e famil, e yez, tout an traou-se a zo an ethnos mab den pe oll sevenadur un den benak staget ged ul lech bennak hag ur famil bennak. An Teoghiez a teu deus ar ger "Teod" a zo un denvez implijet evit komz, an teodiez a zo ar skiant o studia yez mab den dre ar geriou hag ar frasennou.
Ar yezhou a zo dishenvel eus an eil hag egile.
Ar brezoneg a zo ur yez komzet ged ar brezonegerien. En enez Groix , gwechall an dud a gomze brezoneg etrezo hag ar galeg a zo implijet en amzer breman.
Petra eo al labour an ethnolouger hag ar teodiger? Evidon me ar pal a zo displega peseurt buhez o doa an enezerien enez Groe, barz o vuhez pemdeziek, war lech o labour, war ar mor, war an douar. Gwechal ar maouezed o labour da zastum ar bizin hag ar gwazed o labour evel pesketerien war o vagou. An amzer a oe kaled ne eo ket aes kavout boued pemdeziek met an iniz a zo deuet pinvidik ar bloa 1870 a oe tost tri hant bagou pesketerien hag an ton a veze pesket. War an enez a oe etre pemp beteg eizh uzinou pesket. Hag an oll dud o labour war dro ar pesk, eus ar re yaouank beteg ar re koz.
Setu perak krouet am eus ar site-se evit laka ma labour war internet ha lakit ma peus hoant ho sonjou warnan.

Ur blog nevez evit enez Groix

Salut deoh , enezirien enez Groe, setu ur blog nevez krouet diganin evit kelou, istor, sevenadur Groix pe Groe e brezoneg .
Hiriu an deiz , ni o hell scriv , deski ha komz brezoneg dre internet. Gwechall e oe dies ober kement an traou se peogwir ar brezouneg ne oe ket desket er skol hag an dud a oe desket dezho ar galek hepken.
Sonjet am eus kroui al liam-se dre internet evit an dud a zo sachet ged ar yez vrezoneg hag evit staga ar re all ged sevenadur ha yez brezoneg.
Perak n'eo ket desket ar vrezoneg war eneziou: Eussa, Gerveur, Houat,Groe...? An dud-se a zo brezonegerienn en o orin. Breman an traou n'int ket mat war enez Groe, kalz medisener o dues prenet tiez war an enez, ar re hlaz int hag int a zo enep yez vrezoneg ha n'int ket hoant gwellout ar brezoneg desket barz ar skol. Perak 'ta ? Peogwir aes eo dezo da rena war an dud a zo kollet ganto o yez .