mardi 8 décembre 2009

Enez Groe

Enez Groé a zo e creiz ar mor braz , war dro daouzeg kilométrad mor zo eus an enez beteg an douar braz,al ledander vor ag a zo etré aochou Groé ag aochou Pleumeur a zo anvet e gallec "les courreaux", se zo ur seurt mor bihan an diazez e leh ma veze cavet repu epad ar barr amzer gand bagou pescétérion enez Groé, ar bagou evid pescéta an thon e oé graet gand linenou. Ar buhéz, gwechall e oé called, n'e oé ket aes da vevan, ar gwazed a labouré war ar mor ag ar merhed a labouré war dro an douar ag an tiez.

Enez Groe he deus eiz kilometrad a hirr ag war dro tri kilometrad eys costez ledann, souézus eo da wellout ar muzul a c'hell da chench gand ar mor, dre ar mor eo war e izellad pe e uhelad a c'hell al ledander da veza brazet pe verret.

Muzul he gorread a zo mill pevar hant hwezeg hectar azaou ugent "1476 ha", Beteg ar brezel diweza an enez a labouré war dro micheriou ar mor, cavet eoé uzinou evid mirout ar pesc, sardin pe thon. Goudé ar brezel beteg breman ar re yaouanc a yello war an douar braz evid heulia o scoliou pe evid cavout ul labour bennac. Ur festival filmou a zo savet pep blo e benn ar finn miz eost gand an ticaer ag e maer an autrou Eric Regenermel.
Calz cudenn a zo war an enez sen, da gantan ne vez ket cavet labour a-walh ag niverenn tud dilabour a zo braz ag ur hudenn all a zo gand ar boeson. Cavet e vez tud yaouanc mezo alies war al leur boutin.

Ar produiou ag an dud a zo casset a digasset gand bagou linenn reiz etre Groé ag an Orient, pemp a zaou ugent minutenn a zo ar veaj.
Pouez an touristed a zo braz war economiez an enezenn sen. Meur a hanter an tier a zo prenet gant estrejourion eus an enez ag e vez cavet pennou braz ar bolitic, evel Dominic Voynet, an deputeet Cambadelis, ar barnerez Eva Joly.. int o deus eun eil ti barz an enez met chom a raint e lec'hiou all ag epad ar bloa chom a ra ar prenestrou serret evel sen e vez clevet an enez a zo marou epad ar bloa ag beo epad an hanv.

Dizolom eun tammig an enez sen.
Cavet eo war zu ar cornog an tornaod uhel ag gouet eo ar hostez sen, n'eo ket eas evid ar bagou mont e barz. Poblad enez Groe a zo war dro daou vill a dud. Gwechall pa e oé pinvidic an enez e veze cavet beteg pemp pe chwech mill a dud.

He ano a zo chomet eun dra cuz evid oll claskérion o doa c'hoant cavet he stair. E 1037 e oé scivet he ano : Groé, ag e 1327 Groy, ag e 1448 Grooy ag e 1704 Grouai. Breman daou ano a zo implijet unan e gallec : Groix ag an eil e brezoneg : Groé.
Calz traou a zo scrivet diwar ano sen: peurliesan ar hlascérion a sonj eo deuet an ano sen eus merc'hed a veve gwechall war an enez sen ag e oé graet strobinelerez dezi pe druidez. Lod a sonj Groix a zo tost Groac'h ag a dalv ur sorserez a setu penaos eo deuet an enez sen , enez ar Groac'h. Bez ez eus unan a sonj centoh eo liammet gant ar hévou a zo cavet en e barz ag Groix a zo deuet eus "Grotte".
Ar pez a zo sur evidoun eo : gwir eo gwechall e oé cavet relijionn an druid warni ar ar heltied o doa savet savaduriou meinn enni.
En enez sen o doa ul leh pouézus gwechall setu perac calz arméou o deus dibadet al leh man evit sevel campou ag ano "camp ar romaned" a zo cavet warni met an alamaned uvé o doa savet o hampou.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire