vendredi 2 janvier 2009

Ur blog nevez evit enez Groix

Salut deoh , enezirien enez Groe, setu ur blog nevez krouet diganin evit kelou, istor, sevenadur Groix pe Groe e brezoneg .
Hiriu an deiz , ni o hell scriv , deski ha komz brezoneg dre internet. Gwechall e oe dies ober kement an traou se peogwir ar brezouneg ne oe ket desket er skol hag an dud a oe desket dezho ar galek hepken.
Sonjet am eus kroui al liam-se dre internet evit an dud a zo sachet ged ar yez vrezoneg hag evit staga ar re all ged sevenadur ha yez brezoneg.
Perak n'eo ket desket ar vrezoneg war eneziou: Eussa, Gerveur, Houat,Groe...? An dud-se a zo brezonegerienn en o orin. Breman an traou n'int ket mat war enez Groe, kalz medisener o dues prenet tiez war an enez, ar re hlaz int hag int a zo enep yez vrezoneg ha n'int ket hoant gwellout ar brezoneg desket barz ar skol. Perak 'ta ? Peogwir aes eo dezo da rena war an dud a zo kollet ganto o yez .

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire