vendredi 2 janvier 2009

Ar skiant mab den

An ethnoulougiez hag ar Teoghiez, a zo skiant evit studi buhez mab den.
Ar ger "ethnoulougiez " a teu eus ar ger gresianeg "Ethnos" ha "log", ethnos a zo al lech ma zo ganed unan bennak, e bro, e kerent, e famil, e yez, tout an traou-se a zo an ethnos mab den pe oll sevenadur un den benak staget ged ul lech bennak hag ur famil bennak. An Teoghiez a teu deus ar ger "Teod" a zo un denvez implijet evit komz, an teodiez a zo ar skiant o studia yez mab den dre ar geriou hag ar frasennou.
Ar yezhou a zo dishenvel eus an eil hag egile.
Ar brezoneg a zo ur yez komzet ged ar brezonegerien. En enez Groix , gwechall an dud a gomze brezoneg etrezo hag ar galeg a zo implijet en amzer breman.
Petra eo al labour an ethnolouger hag ar teodiger? Evidon me ar pal a zo displega peseurt buhez o doa an enezerien enez Groe, barz o vuhez pemdeziek, war lech o labour, war ar mor, war an douar. Gwechal ar maouezed o labour da zastum ar bizin hag ar gwazed o labour evel pesketerien war o vagou. An amzer a oe kaled ne eo ket aes kavout boued pemdeziek met an iniz a zo deuet pinvidik ar bloa 1870 a oe tost tri hant bagou pesketerien hag an ton a veze pesket. War an enez a oe etre pemp beteg eizh uzinou pesket. Hag an oll dud o labour war dro ar pesk, eus ar re yaouank beteg ar re koz.
Setu perak krouet am eus ar site-se evit laka ma labour war internet ha lakit ma peus hoant ho sonjou warnan.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire